Mont d’an endalc’had

Bayeux

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Bayeux
Bayeux
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Bayeux
Kanton Bayeux
Kod kumun 14047
Kod post 14400
Maer
Amzer gefridi
Patrick Gomont
2014-2020
Etrekumuniezh Bayeux Intercom
Lec'hienn web https://bayeux.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 12 640 ann. (2020)[1]
Stankter 1 778 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°16′46″N 0°42′10″W
Uhelderioù bihanañ 32 m — brasañ 67 m
Gorread 7,11 km²


Bayeux a zo ur gumun hag ur gêr eus departamant gall Calvados. Pennlec'h arondisamant Bayeux ha kanton Bayeux eo.

Douaroniezh

War lez ar stêr Aure emañ Bayeux, 28 km ouzh gwalarn Caen

Anv

Stummoù skrivet

Hen-impalaerezh roman

  • Augustodurum (mein-bonn; Taolenn Peutinger)

Impalaerezh roman izel

  • Civitas Baiocassum (Not. Gall.)
  • Civitas Baiocassina (sened-iliz 541; Conc. Gall. II, p. 145, 93)
  • Baiocas (Not. Dign; Fortunatus; sened-iliz 614; pezhioù moneiz)
  • Baiocas (sened-iliz 626/627)

Gerdarzh

  • Dauzat & Rostaing ː (Augustoduro), diwar anv Aogust, impalaer, ha duros, kreñvlec'h. Baiocas, diwar anv ar bobl.

Ardamezhioù

en gul, e leonparzh en aour, leinet gant pennlizherennoù B ha X ivez en aour

Istor

Ur skol drouized e vije bet war menez Phaunus[2].

Diasur eo hag Augustodurum e vefe bet kêrben ur civitas da vare hen-impalaerezh roman. Darn a sonj dezho hag e oa staget ouzh hini Aragenua (Vieux), en despet d'ar vin-bonn tro-war-dro[3].

Ausonius (309-394), o skrivañ diwar-benn lec'h ginidig ur c'helener eus Bourdel, Phoebicius ː

"Phoebicius ... Beleni aedituus ... stirpe satus druidum gentis Aremoricae" = "Phoebicius ... evezhier templ Belenos ... eus ar ouen drouized Aremoricae"[4]

Monumantoù ha traoù heverk

Iliz-veur Intron Varia

Bezioù ar C'hommonwealth

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Bayeux Eastern Cemetery

Bro Niver a dud
Rouantelezh-Unanet 5 (Tirlu)
Hollad 5

Marvet int e miz Even 1944, e-pad an Eil brezel-bed[5].

Bered ar C'hommonwealth: Bayeux War Cemetery

Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 1
Aostralia 17
Alamagn 466
Bro-C'hall 3
Kanada 181
Italia 2
Polonia 25
Rouantelezh-Unanet 3 935
Tchekoslovakia 2
Unaniezh Soviedel 7
Zeland-Nevez 8
Dianav 1
Hollad 4 648

Ur mell bered eo, an hini vrasañ eus beredoù ar C'hommonwealth eus an Eil brezel-bed e Bro-C'hall. 338 milour eus ar C'hommonwealth beziet enni a zo chomet dianv. Ne voe ket emgannoù start e Bayeux. Padal e voe gloazet-grevus pe lazhet kantadoù a soudarded e-doug Dilestradeg Normandi e miz Mezheven 1944 pe en emgannoù start a voe goude evit dieubiñ an Normandi. Degaset e voe bezioù eus al lec'hioù emgann e Normandi, eus an ospitalioù ha korfoù nijourion marvet e Breizh ivez[6].

Emdroadur ar boblañs 1793-2006

Melestradurezh

Tud

  • Ex(s)uperius, sellet evit eskop kentañ Bayeux.
  • Alain Chartier, skrivagner ha barzhn ganet e Bayeux e 1386; aet da Anaon war dro 1458.
  • J. Chartier, breur da Alain, manac'h Sant-Denez, istorour buez Charlez VII, en eus embannet ː les Grandes Chroniques de France, heuliet gant un Histoire de Charles VII, bet moulet e 1476 ha 1493.
  • François de Franquetot, dug Coigny, marichal gall (1670-1759)

Levrlennadur

  • M.-N. Bouillet ː Dictionnaire universel d'histoire et de géographie. L. Hachette & Cie. Paris. 1863
  • Albert Dauzat & Charles Rostaing ː Dictionnaire étymologique de noms de lieux en France. Larousse, 1963; Guénégaud, 1978
  • Nancy Gauthier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. IX. Province ecclésiastique de Rouen (Lugdunesis Secunda). De Boccard. 1996

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. M.-N. Bouillet, p. 181, bann 2
  3. Nancy Gauthier, p. 41
  4. Nancy Gauthier. p. 43-44
  5. Commonwealth War Graves Commission
  6. Commonwealth War Graves Commission