Mont d’an endalc’had

Geheime Feldpolizei

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Ar Geheime Feldpolizei (polis kampagn kuzh) berraet e GFP a oa polis kuzh ar Wehrmacht alaman betek fin an Eil Brezel-bed. An unvezioù-se a oa implijet evit oberiadurioù hep unwisk war an talbenn evel an enep-spierezh, enep-moc'hata, evezhiañ an oberiadurioù trubardiñ, enep-propaganda, difenn al lec'hioù milourel ha reiñ harp da enklaskoù lezvarnioù al lu alaman. Izili ar GFP, hag a oa lakaet ivez da vezañ evel re an Abwehrpolizei, evit an oberiadurioù e oant ur skourr oberiant eus servijoù sekred al lu alaman. Fiziet e oa dezho talañ ouzh oberiadurioù ar rezistañs enep nazi en Alamagn pe e Bro-C'hall dalc'het. Inti eo vez hag a oa karget gant jahinerez ha lazhadeg ar brizonidi.